02 56 44 14 21/ 06 66 23 22 98
custom-header

Ar plantoù debrer-kig

Ar plantoù debrer-kig

Exposé réalisé par Aymée, CM1, Skol Diwan,à Dinan

avec tous nos remerciements pour son magnifique travail et sa participation au site !

Ar Plantoù
Debrer-Kig 

Bez’eus war-dro 600 milion spesad plantoù debrer-kig disheñvel, ha kavet e
vezont un tammig e pep lec’h er bed, en Europa hag e Frañs ivez.
N’eo ket aes debriñ amprevaned hep divrec’h na divhar na dant evit debriñ. Met ar plantoù debrer-kig o deus doareoù all.

 

Setu teir flantenn :

Népenthès                      Droséra                              Dionaea

Kreskiñ a ra ar plantoù debrer-kig e-barzh douar trenk pe douar paour, hag ar gwrizioù ne gavont ket a-walc’h a voued. Neuse e tebront amprevaned evit derc’hel ouzh ul lec’h n’eo ket degemerus.

Da vare an dinozored, war-dro 80 milion bloaz zo, e oa dija ag ar plantoù
debrer-kig war an Douar.

Peurvuiañ e vez sklaer livioù ar plantoù debrer-kig evit sachañ ar preizh : modse e lak an amprevaned da grediñ int bleunioù bras : ur fazi bras eo !

Evit diazezañ ar pred e vez produet un dourenn, zo o vont da grignat an
amprevaned ha lakaat anezhe da deuziñ.

AN TOULLOU STRAP

Anv : Népenthès
Toull strap : nektar a gouez e-barzh an delioù e stumm un entanouer.

 Anv : Droséra
Toull strap : An droséra en deus blev pegus, ha lakaat a ra ar c’helion da deuziñ.                                                                                                             

An nav :Ar Dionaea
Toull strap : Ur beg zo, ha pa vez ur gelionenn e-barzh e serr e dek segondenn.

Ma flantenn :
Un Dionaea eo ma flantenn.

A-raok

 

 

 

 

 

 

Goude

Ar goulennoù

1- Pelec’h e kresk ar plantou debrer-kig?
2- Pe anv eo an teir flantenn ?
3 – Pet plantenn debrer-kig disheñvel zo ?

No comments.